-
- Naon meus, naon meus
- 'meus ket, te ?
-
- Ya, un tamm chorizo 'po ?
-
- N'ouzon ket, bez zo ?
- Ya, un tamm 'po ?
-
Ya, evidout hag evit tad-kozh ivez !
-
- 'rez ket bil, 'mo ket
- Gwir eo !
-
- Naon meus, naon meus
-
- Bet omp e levraoueg er skol
- Ha ?
-
- Er vediaoueg
- Pegoulz ?
-
- Ar beure-mañ
- Er beure-mañ ?
-
- Ya ar beure mañ
- Ha ! Ha neuze ?
-
- Tapet meus ul levr
- Evit an hent ?
-
- Marteze. Erfin, ya
- Bon, mat-tre
-
- "ma zud-kozh er c'hamp-vakañs" eo
-
- Sed aze da blad Garikoitz,
tad-kozh ' zebrez ket chorizo
-
- Nann, me n'em bo ket. N'em bo ket
-
Tomm eo ?
-
Gari, gant piv emaout o chom ?
-
- Ben ya...e Biriatou gant ma zud-kozh
-
- Koadeier, menezioù.Mat eo dit amañ
- Ya..ya
-
- Petra zo kaoz e vevez gant da dud-kozh ?
-
- Kar ma zud zo en toull-bac'h, pa oan 3
-
ma zonton 'noa kaset ac'hanon da vBiriatoù
-
d'ober annez gant ma zud-kozh
-
- A-viskoazh teus anveet da dud er prizon ?
-
- Ya
- Ha penaos e vevez se ?
-
-ba..ufff..un tamm trist eo.
-
Pa welan anezhe 'vên laouen
ha pa kimiadomp 'vên trist
-
- Kalon vat dit !
- Mersi dit
-
- Lâret a rin pelec'h emañ
da gartenn identelezh er sac'h
-
hag an traoù, mat ? Lâret a ri da dintin.
-
- Bemdez e santez emañ da dud en toull ?
-
Petra a cheñch e vijent en toull-bac'h ?
-
- Bah...
-
- 'rez ket bil Gari.
-
- Ha..marteze e tapin ma deverioù ganin
-
- Lâret meus dit bremaik
- Ya
-
- ...da lakaat anezhe... 'barzh da sac'h
-
- Ya, lakaet 'vo anezhe
-
- Lâret moa da lakaat anezhe er sac'h
d'ober anezhe gant Larraitz
-
- Ha, petra eo da labour-skol ?
-
- Matematikoù.
-
- Matematikoù ? Simpl eo se !
-
- Ya, ya evel-just
-
- Lâret moa dit bremaik
da lakaat anezhe e-barzh da sac'h
-
- Yaaaa ...
-
- Skuzit, petra eo ar goulenn mar plij ?
-
'meus ket soñj ken.
-
- Petra a dalvez e vijent en toull ?
-
- Ba, talvez' a ra tremen dre vareoù fall
-
met da soñjal enne dalc'hmat,
ha karout anezhe kalz.
-
- Pelec'h out ganet ?
- E Granada , en toull-bac'h.
-
- Bah, normalamant hent all,
pa vo echu ganin, e rin...
-
Mikel zo jentil tre evit kaozeal a-wezhoù,
-
pe e c'hoarian gant ar vugale, gant Jare.
- Gant Jare, jentil tre eo n'eo ket ?
-
Ya, ar plac'h-se..ha goul'gant Mikel
petra a reer deus se ?...Lakaat ar wifi
-
war an dablezenn
- Ya, se...Ya, ya
-
- Da c'hoari un tamm gant an dablezenn
- Ya
-
- Ma kavez hir da amzer...
- Pe selaou muzik...
-
- Se eo ! Gwelet videoioù ? N'eo ket ?
- Benito Lertxundi, pe Huntza
-
- Ya setu.
- Ha ya ! Hag ur film da noz.
-
- E pet prizon out bet ?
- 7 pe 5 pe..'oaran ket.
-
- Pegeit out chomet eno ?
- 3.
-
- 3 bloaz.
- 3 bloaz.
-
- Lakaet meus an tamm bras dit
- Mamm-gozh kat on troc'hañ
-
- Bon, mat eo, troc'h 'ta.
-
- Pa vez kaset da dud d'un toull-bac'h all
-
penaos e vevez se ?
- Fall. Ma vijent didostaet
-
'vije mat, ne gasont ket anezhe tostoc'h.
-
Pelloc'h emañ. Diaes da anduriñ.
-
- An holl dreuzkasou se zo evit pellaat ?
-
- Ya.
-
- Un deiz e oan gant Aitzol,
ma c'henderv , erru oamp e Cepo
-
evit an dijuniñ. Ar familh 'noa
goulennet ganeomp
-
"penaos eo bet ar veaj ?"
ha ma c'henderv Aitzol da respont
-
"Debret hon eus e Cepo,
Gari neus graet 'met kousket"
-
Donemat.
Hiziv e tapomp karr-boutin Cadiz.
-
Ur veaj 2000 km, mont ha dont.
-
Mont a reomp asambles gant ur bugel
a zo e dud en toull-bac'h.
-
Gari, neuze, zo ganet er prizon ha
bevet tri bloavezh kentañ e vuhez e-barzh.
-
- An dud a oar out ganet en toull ?
-
- Ya.
-
- Ha petra a vez lâret dit ?
- Drol tre an hini eo.
-
9 bloaz eo. Emañ o chom e Biriatou
Mont a ra da welet e dud ur wezh ar miz.
-
Meur a vugel "tap e sac'h kein"
evel Gari a vo gwelet en abadenn.
-
Ma fell deoc'h beajiñ
ganeomp oc'h deuet mat.
-
- 'viskoazh peus anveet da dad er prizon ?
- Ya
-
- Pegeit zo emañ en toull-bac'h ?
- 20 vloaz.
-
- 20 vloaz. Ha pe oad out ?
- 18 vloaz.
-
Kas ' ra 2 bellgomzadenn da Aiur ar sizhun
2 din kar e c'hell pellgomz 8 gwezh
-
Ni, ne c'hellomp ket pellgomz dezhañ.
-
- E-pad ar beajoù gant ar c'harr-tan...
- Ya...
-
...e petra a soñjez ?
-
- Bah, d'ar poent ma vimp erru,
ha mat e vo...
-
Petra zo kaoz hon eus da anduriñ
ul lodenn deus o c'hastiz.
-
Perak omp rediet d'ober kement a gKMoù.
-
- Doujet 'vez ouzhit en toull-bac'h ?
-
- Hervez eo gant piv, gwezhoù zo ya,
a wezhoù 'vez rustoc'h.
-
- Peseurt mod e teskrivfes an toull-bac'h ?
-
- Lous ha kozh.
- Ya ?
-
Teñval, n'eus tamm gouloù naturel .
-
Yen ha teñval.
-
"Bugale o sac'h kein"
-
- Gari, gortoz !
-
- Ale, kas amzer vat...Mat eo ?
-
- Ale !
-
Ar c'harr-boutin a loc'ho diouzh Orereta.
-
Hiziv emañ Gari o veajiñ
gant he moereb Txipi
-
- Ale.
- Lâr demat eus ma ferzh.
-
- Kenavo !
-
- Sikour mamm-gozh.
-
- Tintin, an deverioù, an deverioù.
-
- Deverioù zo ? 'peus tapet netra,
graet e vo disul er gêr , 'vo ket ?
-
- Nann, kaset meus anezhe.
-
- Degaset teus da zeverioù ?
- Ya
-
- Pelec'h 'vo graet anezhe ? E Algeciras ?
- 'vo ket bah..
-
- Ha pep tra zo ganit aze, 'ba da sac'h
- Ya
-
- Ya evel-just.
-
- Gari pelec'h out ganet ?
- E Granada on ganet, er prizon.
-
- Er prizon ? Cheñchet teus toull-bac'h ?
-
-Ur wezh a gav din da nebeutañ e Valencia.
-
- Lâret a rez out ganet en toull ?
-
- Ya. Lâret 'vez ganin.
-
- Penaos e kaozeez deus se ?
Un dra dister pe divoutin eo .
-
- Evel un dra divoutin.
-
- Komz a rez gant da gamaraded ?
- Ya
-
- Ha petra a lâront dit ?
- Drol tre eo emezont
-
- Ya drol eo
- Ya
-
- Ha sevel a reont kalz goulennou ouzhit ?
- Ya, kalz
-
- Peseurt re ?
-
- Bep tro, penaos e vevan, penaos e veajan,
-
pet kilometr...
-
- Divoutin eo bezañ ganet en toull-bac'h.
-
- Ya, divoutin
-
- Penaos 'ta ? Penaos e welez an traoù ?
-
- Trist eo.
-
-Trist ?
-Ya .
-
- Ya, ya , ya, labour-noz zo ganin.
-
Er c'harr-boutin.
-
Evit dilun.
-
- A-wezhoù e c'halvont pa na c'hortozer ket
-
ha wezhoù e c'hortozer e c'halvadennoù.
-
- Gellet a rez komz gantañ dre bellgomz ?
-
- Ya. 5 munut, met ya.
-
An dibenn-sizhun.
-
- Amañ ivez e ra glav.
-
peotramant an disglavier hag ar porpant.
-
- Peseurt mod e eskemmez gant da dad ?
-
- Dre bellgomz, pe lizher, ar gweladennoù.
-
- Hir e c'hell bezañ e bellgomzadennoù ?
-
- 5 munut
- 5 munut ?
-
- Ha seblantout a ra berr pe hir dit ?
-
- Berr.
-
- Berr eo hervezout
- Ya.
-
- A-daol trumm e chom a sav, ne ra ket ?
- Geo.
-
- "Emañ o vont da droc'hañ"
eme tad ha dao, troc'het eo.
-
- Ya.
- Ha penaos ec'h en em santez ?
-
Alies e lârez "meus ket kontet pep tra
-
deus ar pezh 'oa erru ganin dec'h"
- Ya
-
- Echu eo ? Da garout a ran !
Ya, pokoù, da garout a ran ! Kenavo !
-
- Mat eo ?
- Ya.
-
- Petra a lâr ? Glav a ra e Algeciras ?
-
- Ya.
- Ha ya,
-
- Gôut a rez penaos eo o buhez er prizon ?
-
- 'ran ket.
- Kontañ a reont dit pe...
-
Ne c'houlennez ket digante ?
- A-wezhoù met ne oaran ket kalz
-
- Petra o deus kontet dit ?
- Evit gwir n'o deus lâret kazi netra.
-
- 'rez ket bil...
Petra zo kaoz ne gontont ket kalz ?
-
- Bah evidon, ne blijfe ket din, setu perak
-
-Ya, mersi. Gortoz amañ 'mañ tad-kozh ?
-
Ah sell, aze emaint, sell ! Salud.
-
- Salud
- Salud
-
Goude arsav Bilbo setu hini Donostia.
-
Eil tad-kozh Gari zo aze
evit saludiñ e vab-bihan.
-
- Gwir eo en atersadenn-mañ
-
e teu 'maez an holl frommoù
-
gwelet 'vez out ur paotr kreñv bemdez
-
- Ya
- Lirzhin, penaos e rez ?
-
- O soñjal e teufont, o klask chom hep
bezañ ankeniet
-
- Petra a sikour da vont war-raok ?
- Ma zud-kozh
-
- Nozvat.
- Salud.
-
- Lâr dezhañ.
- Salud Ixone !
-
- Salud, mat eo ar jeu ?
- Ya.
-
- Azezañ a raimp aze ?
- Ket, dav eo mont a-dreñv
-
- Dav eo lezel ar plasou-se vak
Setu perak omp amañ.
-
- Tournamantoù am bez d'ar sadorn, d'ar sul
-
- Ya, ya
- A-wezhoù e c'hellan c'hoari
-
gwezhoù all n'hallan ket c'hoari
-
kar meus da vont da welet tad ha mamm
-
Bon lojik eo, muioc'h a dournamant 'vo
-
Gwelloc'h eo gwelet ma zud eget c'hoari
-
Me 'c'houle atav pegoulz 'teufent d'ar gêr
Paseet 'oan dre ur mare
-
rust a-walc'h. Fall e oan. A-benn sioulat
ma zud o doa lâret din
-
e vije ma zad ganin er c'hentañ
kampionad Bertsu, laouen-tre 'oan
-
gant an amzer o tremen moa intentet
e oa gaou a-benn sioulaat ac'hanon
-
- Da vamm doa lâret dit e vije da dad
ganit evit ar c'hampionad Bertsu ?
-
- Ya, ganin-me.
- Er c'hampionad Bertsu diwezhañ
-
ne oa ket aze .
- Nann 'vat.
-
- E-pad ar beajou, e petra a soñjez ?
- Pegoulz erruimp, ha mat e vo gantañ
-
- Perak out ankeniet evel-se
gant stad yec'hed da dad ?
-
- Alies e vez klañv
-
- Kontañ a ra diesamantoù e vuhez eno ?
-
- A-wezhoù ya , gwezhoù all ne ra ket
-
- Ne gont ket tout evit chom
hep gloazañ ac'hanout marteze ?
-
- N'ouzon ket. Met ne lâr ket pep tra.
-
- Hize, pennad-kaoz
-
e Murcia, en toull-bac'h
-
Pellgomz a reer 'benn sellet er memes mare
ouzh an tresadennoù-bev
-
ha sellet ouzh al loar er memes koulz.
-
Evit sellet ouzh tresadennoù-bev
hag al loar er memes mare.
-
- Ah ! Neuze e sellit ouzh ar memes
-
tresadennou-bev er memes mare.
- Ya.
-
- Se zo evel ma vijemp asambles !
-
Ha sellet ouzh al loar er memes koulz
se ivez zo evel ma vijemp asambles.
-
- Kas a ra 2 bellgomzadenn ar sizhun
da Aiur, ha 2 all
-
din, kar e c'hell en ober 8 gwezh.
Ni na c'hellomp ket gervel.
-
- Da vignoned a oar pelec'h emañ da dud ?
- Ya.
-
- Ya, evel-just.
- Ha da gelenner ivez ?
-
- Ya gouzout a reont.
- Ha kompren a reont ?
-
- Ya kompren a reont.
- Mat eo.
-
- Komz a reer gant da gelennerien ?
Goulennoù zo ?
-
- N'eus ket.
-
- Ur gudenn meus bet gant ur
-
c'helenner d'ar c'houlz 'neus komprenet.
-
N'ouzon ket hag e anken pe aon peogwir
-
e cheñch an darempred gant ar c'helenner,
-
Gôut a ra un dra ispisial diwar-benn
da vuhez
-
Bremañ e ouzint holl ma welont ar film !
-
- Ar c'helenner a c'hell lâret
"ma faour-kaezh"
-
pe me oar, ha se...bezañ truezus
-
ne blij ket din.
-
- Pa zo bet kinniget gant Nuria da
skolaerez beajiñ betek ar prizon da welet
-
da dud, petra 'teus soñjet ?
-
- Kavet meus se mat ha laouen e oan bet
-
- Soñj meus pa oamp distro 'moa lâret
-
'pad ur gentel diouzh beure :
-
"na oarit ket pegen koant eo mamm Haizea
-
na pegen kaer eo he dilhad,
hag an dro-gouzoug zo ganti"
-
Soñj meus eus sell ar bugel
pa moa lâret se
-
He dremm, ya. Adalek ar mare-se
ar bugel zo krog da gomz
-
eus tout se en un doare natureloc'h.
-
- Ar skolaerez 'deus lâret deomp,
pa oas bihanoc'h
-
pa gomze ar vugale deus o zud e oas trist
-
- Ya.
- Petra zo kaoz ?
-
- O zud dezhe zo dieub, ma re n'int ket
se zo kaoz on trist.
-
- Pa oa deuet Haizea em boa soñjet
"anavezout a ran ar gerent all,
-
kas a ran keleier eus an holl vugale.
Me faot din gwelet a re se ivez.
-
Petra zo kaoz n'hallfent en ober ?
-
Perak ne lârfen ket d'ar vamm-se
penaos emañ gant he bugel ? Peseurt
-
sotonioù deus graet ?
An emzalc'h zo ganti . Pegen aketus e vez.
-
- An holl vugale o dez emvodoù
etre o zud hag ar gelennerien.
-
- Ya.
- Hag evel-se te ivez...
-
- Ya me ivez.
-
- Petra zo bet emzalc'h he zud ?
-
- Pa 'z on bet tre, gwelet anezhe asambles
-
Sell ar vamm...Dispar, ya...
-
- Biken na zisoñji ?
- Nann biken avat.
-
- Prantadoù start 'vez er skol
-
hag aze emañ evit sikour ac'hanout ?
- Ya. En em santout a ran fall hag
-
ez an er maez,
hag a-wezhoù Nuria a wel ac'hanon.
-
- Hag aze out gwarezet ?
- Ya.
-
- Rebechet zo bet deoc'h hoc'h aked
evit tud Haizea ?
-
- N'eus ket bet. Biken.Nann.
-
- Ne dle ket bezañ aes da chom divezel
-
- Nann, n'eo ket aes, nann,
-
n'eo ket aes tamm ebet
- Perak ?
-
-'oaran ket.
-
A-wezhoù e lakaer ur vevenn
etre ar soñj hag al lavar,
-
Kar e ranker lakaat unan, n'eo ket gwir ?
-
Evel kelennerez e rankan, ha traou zo
n'hallont ket bezañ mesket.
-
Traou personnel, ma skiant-prenet
hag al liamm meus ar familh-se.
-
Soñjal a ra din e ret bevenniñ an traou.
N'ouzon ket ha kompren a rit.
-
- Petra a ri pa vi bras ?
- 'Oaran ket.
-
- Keginer, marteze ?
- Marteze, n'ouzon ket.
-
- Petra neuze ?
- N'ouzon ket.
-
- Soner, marteze.
- Ya, marteze.
-
Plijout a ra din kalz selaou Huntza ha ya
-
- Ha ya ?
- Ya, ya plijout a ra din kalz.
-
Hag Anje Duhalde.
- Ha ya ?
-
-Ya, ya, ha...
-
- Neuze gant an notennoù mat teus bet,
Tad ha mamm a vo laouen , gwir ?
-
- Ya.
- Sur eo.
-
- Erfin a gav din. Lâret a rin dezhe
hiziv , erfin warc'hoazh
-
- Evel-just.
- 'oaran ket.
-
("Malen" - Ken Zazpi)
-
- Gell' a rez lâr deomp deus piv
zo kaoz e ton "Malen" Ken Zazpi ?
-
- Skrivet 'doa an ton pa oa brazez
ma mamm warnon,
-
hi d'ober Malen diouzhin
-Petra a lâr an ton ?
-
- Penaos eo ar beajoù,
ar beajoù, goude 40 munut
-
- Pa oan bihan, ne blije ket
an ton se din, mezh 'moa.
-
Da skouer, pa'z aemp da welet
Ken Zazpi o seniñ
-
Ken Zazpi sone ha pa ganent
Malen e kuzhen, mezh warnon
-
peogwir e lârent gant ar mikro
"amañ emañ Malen hiziv hag eviti..."
-
Ha me da gaout mezh spontus, kuzhet,
Met bremañ, bremañ
-
pa ganont, se zo evel
"ale, war-sav, ya ! "
-
- An ton a lâr na denno ket ar werenn dev
ho mouschoarzh diganeoc'h
-
Diganit n'eo ket bet !
-
- Nann. 'oaran ket, dalc'hmat
e ranker c'hoarzhin, gwir ?
-
Malen n'he deus ket anveet
he zad 'maez an toull-bac'h.
-
E Almeria emañ bremañ. A-raok e Jaen.
Pelloc'h emañ bremañ.
-
Penaos emañ hec'h envorennoù bugaleaj ?
-
- Soñj' ra dit bezañ kollet da vloavezhioù
bravañ gant da dad ?
-
- Ar re vravañ meus bet gantañ zo re Jaen
ha me,
-
gant ma zad e c'hoarien enno,
bevet meus aze.
-
Evel-se 'oa ma bloavezhioù bravañ.
A-benn ar fin.
-
N'eo ket evel gant ur bugel all,
N'on ket bet morse d'ar park gantañ
-
N'eo ket se devezh bravañ ma buhez.
Evidon e vefe kentoc'h
-
ar re-se, ar bloavezhioù-se, re Jaen
-
Evitañ e oa start tre,
-
Met me meus envorennoù mat deus ar re-se
-
- Mat-tre vezan pa vezan gantañ,
pa 'z an maez avat
-
trist eo ar c'himiad peogwir eo tener,
ha goude
-
ne welan ket anezhañ e-pad ur miz.
-Ya, evel-just.
-
- Da lâret eo , ne vo tra a-raok genver.
-
- Un emdroadur zo ez koulennoù,
da brederiadennoù ?
-
- Seul goshoc'h on seul emskiantoc'h
on deus ar gwirvoud,
-
deus an traoù evel m'emaint
-
Muioc'h a c'houlennoù ivez,
Perak bezañ
-
kastizet ni ivez. Perak,
-
e ranker ober kement a gKMou.
-
- Gant ar strewadur 'peus da
baieañ evit da dad ?
-
- Ya, kar e c'hell bezañ bac'het e
Castellon pe Cordoba
-
pe e Zaballa, tout se zo evit
en em veñjiñ e gwirionez.
-
- Gôut e tle an dud-kar tremen 8 eurvezh
gant ar c'harr-tan
-
ha distreiñ goude ne vern an amzer a ray,
-
ha gouzout ez eo evitañ e reont ar veaj
-
zo ur samm d'ar prizoniad.
Ha lakaat an dud-kar da anduriñ se
-
na c'hell nemet bezañ komprenet
dre sav-poent ar gasoni.
-
Ur gasoni n'hon eus ket da vagañ.
-
- Un tamm skuizh on.
-
- Ha ya, un tamm ?
-
- Ar weladenn familh hor bo da 10e30
-
ha da 1e vo dre ar werenn, ha goude merenn
ar "c'henvevañ" gant
-
tad ha mamm e-pad 4 eurvezh.
-
- Ya ha goude ar bus da 8e.
- Ya evel-just ar bus da 8e.
-
Mont a raimp 'maez, tapet ar bus
ha distro da vro Euskal.
-
Div vuhez a vevomp er memes koulz.
-
Deus un tu hor buhez amañ
-
ha deus an tu-all lodenn all hor buhez:
gweladennoù, beajoù...
-
Aozet e vez ar miz diouzh ar gweladennoù.
Se zo evel bevañ div vuhez.
-
-Gant ar werenn n'eo ket kenkoulz, kar...
-
- N'hallez ket touchañ tad ha mamm
nag ober mann.
-
- Mamm a labour el levraoueg da evezhiañ
-
evit 3 miz labour e roont poentoù dezhi
-
Ma labour 3 miz he do ur weladenn ouzhpenn
-
- Ah ya ?
-
- Nerea.
- Ya, he mignonez Nerea
-
- An deiz all 'oa bet.16 vloaz
hep moumouniañ he mamm.
-
Dont a rae met atav gant ar werenn.
- Dispar !
-
- 15 vloaz goude , tad-kozh Juanjo.
-
- Ya, ya.
- Pet ? Niverus int !
-
- Evel-just gant ar werenn.
- Ha tonton Loren.
-
- Ha ya tonton Loren n'hall ket evel-just
-
- Kar eo tud na teuont ket alies.
-
- Setu, neuze 'vez atav ar werenn etreze.
-
Se zo tout mignoned, evel-just.
N'eus nemet ar familh a c'hell chom ganti.
-
Hent all, n'haller ket.
-
- Gwelet a rez da dad ur wezh ar miz
e Castello.
-
- Pelec'h ez ez da welet tadig ?
- E Mursia
-
- E Mursia ! Se ra pell, 'ra ket ?
- Geo !
-
- Pegeit e pad ?
- 8.
-
- 8 eurvezh. Mont a reer gant an oto.
-
C'hoari gant an dablezenn, gwelet an oabl
ha selaou sonerezh.
-
a-wezhoù e vezan heuget.
-
- Gwezhoù zo e tislonkan.
- Heuget out a-wezhoù ?
-
- Beajiñ a ra Aiur ivez ?
-
-Ya.
-
- C'hwi zo fur kentoc'h ?
-
- Ya.
-
- Se a oa bet graet gant tadig,
laboused a teu e-barzh, te oar ?
-
- Ya. met re vihan eo, tadig
en doa graet un toull re vihan.
-
- Met n'eo ket guped zo sañset
mont e-barzh Aiur.
-
- Evned bihan tout, evel laouenaniged
-
- Laouenaniged ?
-
- 'oarez ket pe re eo ?
-
- Geo, evet e vez gant tad-kozh.
-
- Ha pa welez tadig
-
- Goude bezañ paseet 9 dor,
-
petra a rez pa welez anezhañ ?
-
- Lammat a ran warnañ.
-
- Pegoulz e weli anezhañ ?
-
- E dibenn miz Genver.
-
- E kreisteiz ar Frañs emañ, e Arles.
-
en ur prizon evit ar re gondaonet.
-
- Kemer kalz boued, leuniañ malizennoù
ha mont kuit.
-
- Dav eo fardañ
-
an traoù a vo roet dezhañ goude.
-
Ar sac'h hon eus da brientiñ.
-
- Gant spi.
-
- Douetañs 'peus ?
-
- Douetañs ? N'ouzon ket.
-
- Diwar-benn buhez da dud ?
-
- Ha ya !
-
N'on ket sur e vijent mat,
-
Me garje gôut petra reont,
-
Ha bevañ mat a reont ?
-
- Ar goulennoù-se a savez ouzh da dud-kozh ?
-
- Ya a-wezhoù.
-
- Ha petra a lâront ?
-
- Ar wirionez ...bepred.
-
- Peseurt goulennoù zo ganit, Hize ?
-
- Petra zo kaoz emañ ma zad en toull ?
-
- Ya, goulenn a ra muioc'h a resisadurioù .
-
E-penn kentañ e roemp respontoù dre vras,
hag en ur greskiñ
-
he deus ezhomm respontoù resisoc'h.
-
Hag a vez roet dezhi.
Kar eo ret lâret ar wirionez d'ar vugale.
-
Petra a dalvez ar wirionez evit mamm Hize ?
-
Ha gouzout a oar ar vugale
-
ar pezh o doa graet o zud a-raok mont
d'an toull-bac'h ?
-
Ma oaront, petra a soñjont deus ar pezh
o doa graet ?
-
Pal an abadenn n'eo ket sevel ar goulennoù
-
diwar-benn oberennoù o zud. Ar pal
zo da zielfennañ an dra se :
-
peseurt levezon neus war ar vugale se
-
ar politikerezh bac'hañ divoutin ?
-
Unan eus efedoù ar politikerezh bac'hañ zo
-
pelladur an doullbac'hidi :
-
54 prizoniad,
etre 100 ha 390 km
-
103 prizoniad,
etre 400 ha 690 km
-
211 prizoniad,
etre 700 ha 1100 km.
-
Ar vugale a zo kaoz diwar o fenn hiziv
a rank ober an doubl
-
deus an hent-se evit chom gant o zud
un nebeudig amzer ha distreiñ.
-
Eus ar politikerezh bac'hañ zo kaoz hiziv.
-
Anaouedegezh ar vugale yaouank war
oberennoù o zud
-
hag o soñjoù diwar-benn ar pezh bet graet
gante a-raok ar prizon.
-
Ar mennozhioù se zo perzh
deus o buhez prevez
-
a c'hellfe bezañ tem un abadenn all.
-
- Da vamm 'deus lâret toa klasket
da 14 vloaz gouzout dre internet.
-
Petra 'toa klasket ?
Gant petra out ankeniet bremañ ?
-
-Klasket moa pa oan 12-13 vloaz,
diezhomm oa din met,
-
dre guriusted moa klasket ha
krog 'oan da glask
-
hep goût ar pezh a gavfen.
- Petra toa klasket ?
-
Skrivet 'toa anv da dad war Google ?
- Ya.
-
- Ha, ur frazenn pe ur pennad ?
-
- Ya, en dibenn' oa un dra en ur gelaouenn
-
un dra all hag unan all, hag e kaozeent
eus ma zad 'benn ar fin , n'eo ket ?
-
Neuze ne ouien ket re petra krediñ pe get.
-
- Peseurt emzalc'h a oa bet da hini ?
-
- N'am boa ket lâret, tra, met goude 'moa
koazeet gant mamm ha
-
'bep seurt zo, traou disheñvel 'pep lec'h.
-
- Ha da vamm 'deus displeget tout ?
- Ya.
-
- E-mesk da c'houlennoù eviti 'vez unan
a zistro aliesoc'h ?
-
- Ya, "pegoulz e c'hall distreiñ ?"
-
- Ha ? Petra eo ar respont ?
- A-benn nebeut emezi.
-
- Petra zo lâret dit diwar-benn an amzer
a rank tremen da dad er prizon ?
-
- 40 vloaz.
-
- Aouch, se zo kalz !
-Ya
-
- Ha ?
- Ben, n'ouzon ket.
-
Perak kement a vloavezhioù ?
-
- Da gamaraded skol pe da vignoned
a c'houlenn kalz diwar-e-benn ?
-
- Pa oamp bihan ya, savet e veze kalz
goulennoù:
-
"Ha perak emañ da dad er prizon ?"
Luziet e oa din da zisplegañ,
-
peogwir me ma unan ne ouien ket resis,
int kenebeut.
-
Bremañ zo bet lâret deomp pep tra er gêr.
-
Ma mamm 'lâre bepred n'o doa nemet da
sevel ar goulenn en o zi.
-
Peogwir ez eus un displegadenn all e pep ti.
-
Mamm 'lâre ne oa ket an den da zisplegañ
d'ar c'hrouadurioù all,
-
diwar-benn ar sujedoù-se,
hag e oa gwelloc'h gwelet se er gêr
-
ha goude e lâren d'am c'hamaraded :
-
"Me n'ouzon ket, ma mamm a lâr n'ho peus
'met goulenn digant ho tud".
-
Sed aze ar pezh a lâren an aliesañ, er fin
-
Er fin, d'ur poent bennak ma mignoned
na savent goulenn ebet ken.
-
Moarvat 'oa bet displeget dezhe er gêr.
-
- Tapet 'meus se ivez, evit kas amzer,
Tapet meus an dablezenn,
-
ar selaouerioù gant ar muzik...
- Nevez eo ?
-
- Profet gant tad-kozh.
- Gwir eo ? Brav !
-
- Ha goude al labour-noz hag al levr.
- Mat-tre.
-
- Ha war an distro e rin an deveriou goude
bezañ gwelet mamm.
-
- Ah, ya ?
- Ya, ya.
-
- Evel-just eo d'ober evit dilun ?
-
- Ha n'hallin ket ober se dilun beure.
-
- Evel-just.
-
- Penaos eo an aergelc'h e-pad ar beajoù ?
-Mat ha plijus,
-
alies evez c'hoarzhet.
- Gant piv e c'hoarzhez ?
-
- Gant ar bleinier.
- Ha ya ?
-
- Klask a ra dudiañ ac'hanon hag e ra.
-
- Te eo unan eus ar re yaouankañ ?
- Ya
-
( an daou a gan )
-
- Ha bremañ e prientomp ar gwele.
-
Garikoitz ' gousko amañ, Maitetxu aze,
me a-hont
-
Ha Larraitz. Ha...
-
O kempenn ar gwele a-raok mont da goaniañ.
-
- Bremañ ez eomp da zebriñ hag e erruimp
ha betek warc'hoazh.
-
- Kaoc'h !
-
- Neuze , Lare, tremen mat a ra ar veaj ?
-
- Pres ganit gwelet Tadig, n'eo ket gwir ?
- Ha ya ?
-
- E Larrabezu e lâre dija e felle dezhi
gwelet tadig hiziv
-
- Ya ?
- Warc'hoazh beure, emberr.
-
- Gwelet a ri da dad warc'haozh beure ?
(nac'hañ a ra gant ar penn )
-
- Pegoulz ?
- Goude merenn !
-
-Aaah !
-
- Ya dont a ra ganin, 'ra ket ?
-
- ket, ur weladenn familh e vo warc'hoazh
ha c'hwi unan "kenvevañ".
-
- Ha goude ar c'henvevañ, e vo ar werenn
a-raok ha goude merenn.
-
- Met ar werenn n'eo ket...
-
kenkoulz hag ar weladenn familh.
- N'eo ket evel-just.
-
N'hallez ket touchañ tad ha mamm.
Se an hini eo ?
-
- Petra a gavez gwelloc'h Jare ?
-
- Aaah ! Evit touchañ tadig !
Ya ha pokat dezhañ !
-
- Ya ?
-
- Digoret e vo ?
-
Jare a gomz evel ur plac'hig 4 bloaz !
Pas evel ur bugel.
-
- Pe oad out ? 4 bloaz ?
( diskouez a ra 4 biz )
-
- Pegen bras out !
- Dinervet eo un tamm aze...
-
diouzh a weler...
- Marteze eo skuizh un tammig ?
-
- Jare a-wezhou ez ez e fulor ?
Pa ranker kimiadiñ diouzh tadig.
-
- N'eo ket ?
( Lâret a ra ya gant ar penn )
-
- Ober a ra kalz sotonioù.
-
Bon, Gari, keno, ken arc'hoazh,
Noz vat.
-
Lod a chom a sav e prizon
Puerto de Santa Maria.
-
110 km zo c'hoazh a-raok prizon Algeciras,
ar re ziwezhañ.
-
- Bon, kazi erru omp !
- Michañs, kar...
-
aet oamp kuit dec'h da 5e gm
ha n'omp nemet aze.
-
- Ya, ya...
-Chom a ra un eurvezh pe ziv.
-
- Ya se ra 14 eurvezh omp war an hent,
N'eo ket gwir ?
-
- Rankout ober 1600 km gant daou vugel,
gant ar c'harr-tan..
-
gant an holl risklou gwallzarvoud zo ha...
Gwelloc'h e vije tapout ar c'harr-nij
-
daoust mard eo keroc'h...
-
Kalz gwallzarvoudoù zo gant ar strewadur.
-
Ar bloavezhioù tremenet ez eo bet
lazhet pe gloazet kalz a dud evel-se.
-
An dud kar a gemer e kont alies
ar beajoù karr-nij,
-
met kalz koustusoc'h eo.
-
- Ouzhpenn se ar c'hirri-nij o deus
cheñchet eur ha...
-
ne glot ket alies gant ar gweladennoù,
N'eo ket gwir ?
-
- Geo, ouzhpenn e loc'he ar c'harr-nij
gant kalz dale ha ne glote ket
-
- Se eo. Petra a c'hoarvez ma erruez
gant dale ?
-
- N'haller ket mont-tre.
-
- Ha ma erruez alies e koulz
hag e kroger gant dale, gwir ?
-
- Ya !
- Peogwir e tigoront an noriou gant dale.
-
- Evel-se emañ ar prizon ?
- Ya.
-
- Sed aze ar pezh lârer alies
"evel-se e vez er prizon"
-
- Te oar, ur wezh moa kontet
an norioù a ranker tremen adalek
-
dor ar prizon betek ma welfemp tadig ?
-
Treuzet e vez un nor hag e chomer a-sav ?
hag e ranker gortoz.
-
- Ya !
-
- Digeriñ a reont un nor all, a dremener,
hag e ranker gortoz c'hoazh
-
Hag evel-se 9 gwezh !
-
- Ret eo tremen 9 dor ha gortoz kalz.
-
- Petra a c'hoarvez pa erruer er prizon ?
-
- Bez e rankomp bezañ eno un 1/2 eurvezh
a-raok evit ar paperioù ha roudou bizied.
-
Ha pa'z eomp e-barzh e tremenont
an detekterez.
-
Ha goude ur wezh e-barzh e c'hortozer
en ur pezh all, ha setu ni degouezhet.
-
- Etretant zo kargidi, n'eus ket ?
Kargidi an toull-bac'h.
-
Peseurt darempred zo gante ?
-
- Kalz a gargidi zo, pep hini zo un den,
-
ha normalamant int doujus, daoust
m'hon eus kudennou gant lod.
-
Dre vras int doujus.
-
- E-pad an hañv pa moa sellet ouzh
da labour skol moa kavet
-
tresadennou brav, skridoù brav tre.
Alies e kontez enno :
-
"Bet omp o welet tadig e-pad ar week-end"
"Kalz plijadur zo bet"
-
Un dresadenn ispisial tre moa kavet.
Soñj teus pe hini ?
-
- Ya hini ur c'hargad e fulor.
-
- Peseurt darempred zo gante ?
-
- N'ouzon ket. N'am bez ket kalz gante,
Setu...
-
Lâr a reont deomp "deuit tre", "gortozit"
pe "petra zo ganit aze ?"
-
- Ha penaos toa diskouezet e oa fachet war
an dresadenn ?
-
Evel se gant dent bras stardet ?
- Ya.
-
- Perak e oa e fulor ?
- Peogwir e vezont fachet dalc'hmat.
-
- Ar warded 'vez atav fachet , 'soñj dit ?
-
- Ya.
- Ya ? Ha Perak e soñjez se ?
-
- N'ouzont ket.
- Sirius tre int ?
-
- Ya.
- Ha ya ?
-
- Graet e vez war da dro
en un doare dereat er prizon ?
-
- Hervez eo. Gwezhoù zo ya,
gwezhou all e vez rustoc'h
-
- Pep gweladenn, pep eurvezh
tremenet gant da dad a brientez ?
-
- En dibenn pep gweladenn zo ur bed,
disheñvel e vez bep tro
-
- Drol eo gant ar gweladennou,
kar memes ma vezont
-
ispisial ha frommus tre,
e vez start kaout soñj deus
-
ur weladenn muioc'h evit re all.
-
- Penaos eo an toull deus an diavez ?
-
- Ar barrenigou, ar mogeriou,
trouz an norioù,
-
ha dre m'eo bet dalc'het dalc'hmat tadig
e unan eo ret mont en takad digenvez.
-
Bihan tre eo, n'eus tamm goulou
naturel ebet
-
- Lous ha kozh.
-
- Yen ha teñval.
-
- Gwelet teus kell da dad ?
- 'meus ket.
-
- Kontet neus dit penaos eo ?
-N'en deus ket.
-
- 'Peus ket goulennet digantañ ?
- Kenebeut.
-
- Petra zo kaoz ?
-
- Kaset e vez an amzer hon eus
o komz deus traou all.
-
- Penaos eo bet an emgavidigezhioù ?
- Me abaoe m'on bihan...
-
bep tro ma tigoront an nor
e redan daveitañ
-
hag e tap ac'hanon en e divvrec'h, ingal.
-
- Aiur ha me a lamp gant Tadig
-
hag e c'hoariomp gant ur bern traou.
-
- Bep tro e c'houlenner diganeomp penaos
eo gantañ. Hag evit bezañ respontet
-
ken alies...Me gav din eo ur goulenn diaes
-
- Evidout, petra zo pouezus e-pad
an eurvezh hanter evit gellet lâret
-
"mat eo bet" ?
Petra peus da dreuzkas dezhañ evit soñjal
-
"Tennet meump hon mad deus an 1e30" ?
-
- Treuzkas karantez an eil d'egile,
-
kas amzer vat...pe mareou start, pa ranker
-
- Ha santet peus dija un ezhomm
da bellaat diouzh da dad
-
ha diouzh ar beajou se ?
-
- 'meus ket, biken.
-
An holl o deus bet c'hoant derc'hel
un darempred tost
-
gant an hini zo en diabarzh.
-
- Goude e arru ur gward da lâret :
"Echu eo".
-
- Ya, pe "hastit buan", pe "krogit da
vont 'maez", hag aze
-
e sav ar fulor en ur mod...
-
- Ur gward, dre ar mikro.
-
- Pa oan bihan e lâren
em boa c'hoant chom gantañ.
-
- Gra ur moumoun da dadig,
ha dastum pep tra
-
Hag ar c'himiad se ne vez ket aes jamez.
Daoust d'ar c'hoant da vont 'maez,
-
Ne fell ket deomp e chomfe a-sav.
-
- Peogwir e rankez gortoz ur miz c'hoazh
a-raok adwelet da dad.
-
- Tremen a ra ar bloavezhioù ha ne teu ket
an didostañ,
-
n'out ket digalonekaet ?
-
- N'on ket. Dav eo magañ spi.
-
Arabat e vije en aner,
Met bez zo deus an huñvre se:
-
ha didostaet e vint un tamm,
Un dra bennak memes tra, gwir ?
-
Gortozomp ur cheñchamant trumm,
'oaran ket.
-
Ar spi se 'vez ganeomp atav.
N'hall ket bezañ kollet.
-
Ma vez kollet, ne chomo netra ken.
-
- Ur weladenn zo, evit gwelet da dad
-
na zisoñji biken ?
-
- Warlene e oamp bet evit e deiz-ha-bloaz.
-
E-pad ar sizhun. C'hwitet moa war ar skol.
-
C'hoant moa mont d'an deiz se.
-
Sevel a ra kanaouennou Bertsu evit
ma deiz-ha-bloaz, neuze me ivez
-
moa graet unan dezhañ. Mat e oa.
-Soñj teus deus ton ar Bertsu ?
-
- Ya.
- Gouest out da ganañ ?
-
- Kalz a vloavezhioù zo tremenet,
kalz amzer,
-
ar garantez zo kenetrezomp deus heñchet
bemdez ac'hanomp.
-
Bezañ pell a greñva an darempredoù,
-
Ne vimp ket trist diraze,
Da viken e kanimp laouen
-
Peogwir eo ingal deomp e vije
40 vloaz pe 102.
-
Peogwir eo ingal deomp e vije
40 vloaz pe 102.
-
- C'hoant meus da gaout an aotre bleiniañ,
kar n'ez in ket dalc'hmat gant ar bus,
-
neuze e fell din mont ma unan
kar e soñj din e vije brav.
-
Ha pa erruin e lârin d'am zad
ha d'am mamm :
-
" Evit ar wezh kentañ meus graet ar veaj
ma unan". Evit se eo.
-
- C'hoant teus da gaout an aotre bleiniañ ?
- Ya.