- Naon meus, naon meus - 'meus ket, te ? - Ya, un tamm chorizo 'po ? - N'ouzon ket, bez zo ? - Ya, un tamm 'po ? Ya, evidout hag evit tad-kozh ivez ! - 'rez ket bil, 'mo ket - Gwir eo ! - Naon meus, naon meus - Bet omp e levraoueg er skol - Ha ? - Er vediaoueg - Pegoulz ? - Ar beure-mañ - Er beure-mañ ? - Ya ar beure mañ - Ha ! Ha neuze ? - Tapet meus ul levr - Evit an hent ? - Marteze. Erfin, ya - Bon, mat-tre - "ma zud-kozh er c'hamp-vakañs" eo - Sed aze da blad Garikoitz, tad-kozh ' zebrez ket chorizo - Nann, me n'em bo ket. N'em bo ket Tomm eo ? Gari, gant piv emaout o chom ? - Ben ya...e Biriatou gant ma zud-kozh - Koadeier, menezioù.Mat eo dit amañ - Ya..ya - Petra zo kaoz e vevez gant da dud-kozh ? - Kar ma zud zo en toull-bac'h, pa oan 3 ma zonton 'noa kaset ac'hanon da vBiriatoù d'ober annez gant ma zud-kozh - A-viskoazh teus anveet da dud er prizon ? - Ya - Ha penaos e vevez se ? -ba..ufff..un tamm trist eo. Pa welan anezhe 'vên laouen ha pa kimiadomp 'vên trist - Kalon vat dit ! - Mersi dit - Lâret a rin pelec'h emañ da gartenn identelezh er sac'h hag an traoù, mat ? Lâret a ri da dintin. - Bemdez e santez emañ da dud en toull ? Petra a cheñch e vijent en toull-bac'h ? - Bah... - 'rez ket bil Gari. - Ha..marteze e tapin ma deverioù ganin - Lâret meus dit bremaik - Ya - ...da lakaat anezhe... 'barzh da sac'h - Ya, lakaet 'vo anezhe - Lâret moa da lakaat anezhe er sac'h d'ober anezhe gant Larraitz - Ha, petra eo da labour-skol ? - Matematikoù. - Matematikoù ? Simpl eo se ! - Ya, ya evel-just - Lâret moa dit bremaik da lakaat anezhe e-barzh da sac'h - Yaaaa ... - Skuzit, petra eo ar goulenn mar plij ? 'meus ket soñj ken. - Petra a dalvez e vijent en toull ? - Ba, talvez' a ra tremen dre vareoù fall met da soñjal enne dalc'hmat, ha karout anezhe kalz. - Pelec'h out ganet ? - E Granada , en toull-bac'h. - Bah, normalamant hent all, pa vo echu ganin, e rin... Mikel zo jentil tre evit kaozeal a-wezhoù, pe e c'hoarian gant ar vugale, gant Jare. - Gant Jare, jentil tre eo n'eo ket ? Ya, ar plac'h-se..ha goul'gant Mikel petra a reer deus se ?...Lakaat ar wifi war an dablezenn - Ya, se...Ya, ya - Da c'hoari un tamm gant an dablezenn - Ya - Ma kavez hir da amzer... - Pe selaou muzik... - Se eo ! Gwelet videoioù ? N'eo ket ? - Benito Lertxundi, pe Huntza - Ya setu. - Ha ya ! Hag ur film da noz. - E pet prizon out bet ? - 7 pe 5 pe..'oaran ket. - Pegeit out chomet eno ? - 3. - 3 bloaz. - 3 bloaz. - Lakaet meus an tamm bras dit - Mamm-gozh kat on troc'hañ - Bon, mat eo, troc'h 'ta. - Pa vez kaset da dud d'un toull-bac'h all penaos e vevez se ? - Fall. Ma vijent didostaet 'vije mat, ne gasont ket anezhe tostoc'h. Pelloc'h emañ. Diaes da anduriñ. - An holl dreuzkasou se zo evit pellaat ? - Ya. - Un deiz e oan gant Aitzol, ma c'henderv , erru oamp e Cepo evit an dijuniñ. Ar familh 'noa goulennet ganeomp "penaos eo bet ar veaj ?" ha ma c'henderv Aitzol da respont "Debret hon eus e Cepo, Gari neus graet 'met kousket" Donemat. Hiziv e tapomp karr-boutin Cadiz. Ur veaj 2000 km, mont ha dont. Mont a reomp asambles gant ur bugel a zo e dud en toull-bac'h. Gari, neuze, zo ganet er prizon ha bevet tri bloavezh kentañ e vuhez e-barzh. - An dud a oar out ganet en toull ? - Ya. - Ha petra a vez lâret dit ? - Drol tre an hini eo. 9 bloaz eo. Emañ o chom e Biriatou Mont a ra da welet e dud ur wezh ar miz. Meur a vugel "tap e sac'h kein" evel Gari a vo gwelet en abadenn. Ma fell deoc'h beajiñ ganeomp oc'h deuet mat. - 'viskoazh peus anveet da dad er prizon ? - Ya - Pegeit zo emañ en toull-bac'h ? - 20 vloaz. - 20 vloaz. Ha pe oad out ? - 18 vloaz. Kas ' ra 2 bellgomzadenn da Aiur ar sizhun 2 din kar e c'hell pellgomz 8 gwezh Ni, ne c'hellomp ket pellgomz dezhañ. - E-pad ar beajoù gant ar c'harr-tan... - Ya... ...e petra a soñjez ? - Bah, d'ar poent ma vimp erru, ha mat e vo... Petra zo kaoz hon eus da anduriñ ul lodenn deus o c'hastiz. Perak omp rediet d'ober kement a gKMoù. - Doujet 'vez ouzhit en toull-bac'h ? - Hervez eo gant piv, gwezhoù zo ya, a wezhoù 'vez rustoc'h. - Peseurt mod e teskrivfes an toull-bac'h ? - Lous ha kozh. - Ya ? Teñval, n'eus tamm gouloù naturel . Yen ha teñval. "Bugale o sac'h kein" - Gari, gortoz ! - Ale, kas amzer vat...Mat eo ? - Ale ! Ar c'harr-boutin a loc'ho diouzh Orereta. Hiziv emañ Gari o veajiñ gant he moereb Txipi - Ale. - Lâr demat eus ma ferzh. - Kenavo ! - Sikour mamm-gozh. - Tintin, an deverioù, an deverioù. - Deverioù zo ? 'peus tapet netra, graet e vo disul er gêr , 'vo ket ? - Nann, kaset meus anezhe. - Degaset teus da zeverioù ? - Ya - Pelec'h 'vo graet anezhe ? E Algeciras ? - 'vo ket bah.. - Ha pep tra zo ganit aze, 'ba da sac'h - Ya - Ya evel-just. - Gari pelec'h out ganet ? - E Granada on ganet, er prizon. - Er prizon ? Cheñchet teus toull-bac'h ? -Ur wezh a gav din da nebeutañ e Valencia. - Lâret a rez out ganet en toull ? - Ya. Lâret 'vez ganin. - Penaos e kaozeez deus se ? Un dra dister pe divoutin eo . - Evel un dra divoutin. - Komz a rez gant da gamaraded ? - Ya - Ha petra a lâront dit ? - Drol tre eo emezont - Ya drol eo - Ya - Ha sevel a reont kalz goulennou ouzhit ? - Ya, kalz - Peseurt re ? - Bep tro, penaos e vevan, penaos e veajan, pet kilometr... - Divoutin eo bezañ ganet en toull-bac'h. - Ya, divoutin - Penaos 'ta ? Penaos e welez an traoù ? - Trist eo. -Trist ? -Ya . - Ya, ya , ya, labour-noz zo ganin. Er c'harr-boutin. Evit dilun. - A-wezhoù e c'halvont pa na c'hortozer ket ha wezhoù e c'hortozer e c'halvadennoù. - Gellet a rez komz gantañ dre bellgomz ? - Ya. 5 munut, met ya. An dibenn-sizhun. - Amañ ivez e ra glav. peotramant an disglavier hag ar porpant. - Peseurt mod e eskemmez gant da dad ? - Dre bellgomz, pe lizher, ar gweladennoù. - Hir e c'hell bezañ e bellgomzadennoù ? - 5 munut - 5 munut ? - Ha seblantout a ra berr pe hir dit ? - Berr. - Berr eo hervezout - Ya. - A-daol trumm e chom a sav, ne ra ket ? - Geo. - "Emañ o vont da droc'hañ" eme tad ha dao, troc'het eo. - Ya. - Ha penaos ec'h en em santez ? Alies e lârez "meus ket kontet pep tra deus ar pezh 'oa erru ganin dec'h" - Ya - Echu eo ? Da garout a ran ! Ya, pokoù, da garout a ran ! Kenavo ! - Mat eo ? - Ya. - Petra a lâr ? Glav a ra e Algeciras ? - Ya. - Ha ya, - Gôut a rez penaos eo o buhez er prizon ? - 'ran ket. - Kontañ a reont dit pe... Ne c'houlennez ket digante ? - A-wezhoù met ne oaran ket kalz - Petra o deus kontet dit ? - Evit gwir n'o deus lâret kazi netra. - 'rez ket bil... Petra zo kaoz ne gontont ket kalz ? - Bah evidon, ne blijfe ket din, setu perak -Ya, mersi. Gortoz amañ 'mañ tad-kozh ? Ah sell, aze emaint, sell ! Salud. - Salud - Salud Goude arsav Bilbo setu hini Donostia. Eil tad-kozh Gari zo aze evit saludiñ e vab-bihan. - Gwir eo en atersadenn-mañ e teu 'maez an holl frommoù gwelet 'vez out ur paotr kreñv bemdez - Ya - Lirzhin, penaos e rez ? - O soñjal e teufont, o klask chom hep bezañ ankeniet - Petra a sikour da vont war-raok ? - Ma zud-kozh - Nozvat. - Salud. - Lâr dezhañ. - Salud Ixone ! - Salud, mat eo ar jeu ? - Ya. - Azezañ a raimp aze ? - Ket, dav eo mont a-dreñv - Dav eo lezel ar plasou-se vak Setu perak omp amañ. - Tournamantoù am bez d'ar sadorn, d'ar sul - Ya, ya - A-wezhoù e c'hellan c'hoari gwezhoù all n'hallan ket c'hoari kar meus da vont da welet tad ha mamm Bon lojik eo, muioc'h a dournamant 'vo Gwelloc'h eo gwelet ma zud eget c'hoari Me 'c'houle atav pegoulz 'teufent d'ar gêr Paseet 'oan dre ur mare rust a-walc'h. Fall e oan. A-benn sioulat ma zud o doa lâret din e vije ma zad ganin er c'hentañ kampionad Bertsu, laouen-tre 'oan gant an amzer o tremen moa intentet e oa gaou a-benn sioulaat ac'hanon - Da vamm doa lâret dit e vije da dad ganit evit ar c'hampionad Bertsu ? - Ya, ganin-me. - Er c'hampionad Bertsu diwezhañ ne oa ket aze . - Nann 'vat. - E-pad ar beajou, e petra a soñjez ? - Pegoulz erruimp, ha mat e vo gantañ - Perak out ankeniet evel-se gant stad yec'hed da dad ? - Alies e vez klañv - Kontañ a ra diesamantoù e vuhez eno ? - A-wezhoù ya , gwezhoù all ne ra ket - Ne gont ket tout evit chom hep gloazañ ac'hanout marteze ? - N'ouzon ket. Met ne lâr ket pep tra. - Hize, pennad-kaoz e Murcia, en toull-bac'h Pellgomz a reer 'benn sellet er memes mare ouzh an tresadennoù-bev ha sellet ouzh al loar er memes koulz. Evit sellet ouzh tresadennoù-bev hag al loar er memes mare. - Ah ! Neuze e sellit ouzh ar memes tresadennou-bev er memes mare. - Ya. - Se zo evel ma vijemp asambles ! Ha sellet ouzh al loar er memes koulz se ivez zo evel ma vijemp asambles. - Kas a ra 2 bellgomzadenn ar sizhun da Aiur, ha 2 all din, kar e c'hell en ober 8 gwezh. Ni na c'hellomp ket gervel. - Da vignoned a oar pelec'h emañ da dud ? - Ya. - Ya, evel-just. - Ha da gelenner ivez ? - Ya gouzout a reont. - Ha kompren a reont ? - Ya kompren a reont. - Mat eo. - Komz a reer gant da gelennerien ? Goulennoù zo ? - N'eus ket. - Ur gudenn meus bet gant ur c'helenner d'ar c'houlz 'neus komprenet. N'ouzon ket hag e anken pe aon peogwir e cheñch an darempred gant ar c'helenner, Gôut a ra un dra ispisial diwar-benn da vuhez Bremañ e ouzint holl ma welont ar film ! - Ar c'helenner a c'hell lâret "ma faour-kaezh" pe me oar, ha se...bezañ truezus ne blij ket din. - Pa zo bet kinniget gant Nuria da skolaerez beajiñ betek ar prizon da welet da dud, petra 'teus soñjet ? - Kavet meus se mat ha laouen e oan bet - Soñj meus pa oamp distro 'moa lâret 'pad ur gentel diouzh beure : "na oarit ket pegen koant eo mamm Haizea na pegen kaer eo he dilhad, hag an dro-gouzoug zo ganti" Soñj meus eus sell ar bugel pa moa lâret se He dremm, ya. Adalek ar mare-se ar bugel zo krog da gomz eus tout se en un doare natureloc'h. - Ar skolaerez 'deus lâret deomp, pa oas bihanoc'h pa gomze ar vugale deus o zud e oas trist - Ya. - Petra zo kaoz ? - O zud dezhe zo dieub, ma re n'int ket se zo kaoz on trist. - Pa oa deuet Haizea em boa soñjet "anavezout a ran ar gerent all, kas a ran keleier eus an holl vugale. Me faot din gwelet a re se ivez. Petra zo kaoz n'hallfent en ober ? Perak ne lârfen ket d'ar vamm-se penaos emañ gant he bugel ? Peseurt sotonioù deus graet ? An emzalc'h zo ganti . Pegen aketus e vez. - An holl vugale o dez emvodoù etre o zud hag ar gelennerien. - Ya. - Hag evel-se te ivez... - Ya me ivez. - Petra zo bet emzalc'h he zud ? - Pa 'z on bet tre, gwelet anezhe asambles Sell ar vamm...Dispar, ya... - Biken na zisoñji ? - Nann biken avat. - Prantadoù start 'vez er skol hag aze emañ evit sikour ac'hanout ? - Ya. En em santout a ran fall hag ez an er maez, hag a-wezhoù Nuria a wel ac'hanon. - Hag aze out gwarezet ? - Ya. - Rebechet zo bet deoc'h hoc'h aked evit tud Haizea ? - N'eus ket bet. Biken.Nann. - Ne dle ket bezañ aes da chom divezel - Nann, n'eo ket aes, nann, n'eo ket aes tamm ebet - Perak ? -'oaran ket. A-wezhoù e lakaer ur vevenn etre ar soñj hag al lavar, Kar e ranker lakaat unan, n'eo ket gwir ? Evel kelennerez e rankan, ha traou zo n'hallont ket bezañ mesket. Traou personnel, ma skiant-prenet hag al liamm meus ar familh-se. Soñjal a ra din e ret bevenniñ an traou. N'ouzon ket ha kompren a rit. - Petra a ri pa vi bras ? - 'Oaran ket. - Keginer, marteze ? - Marteze, n'ouzon ket. - Petra neuze ? - N'ouzon ket. - Soner, marteze. - Ya, marteze. Plijout a ra din kalz selaou Huntza ha ya - Ha ya ? - Ya, ya plijout a ra din kalz. Hag Anje Duhalde. - Ha ya ? -Ya, ya, ha... - Neuze gant an notennoù mat teus bet, Tad ha mamm a vo laouen , gwir ? - Ya. - Sur eo. - Erfin a gav din. Lâret a rin dezhe hiziv , erfin warc'hoazh - Evel-just. - 'oaran ket. ("Malen" - Ken Zazpi) - Gell' a rez lâr deomp deus piv zo kaoz e ton "Malen" Ken Zazpi ? - Skrivet 'doa an ton pa oa brazez ma mamm warnon, hi d'ober Malen diouzhin -Petra a lâr an ton ? - Penaos eo ar beajoù, ar beajoù, goude 40 munut - Pa oan bihan, ne blije ket an ton se din, mezh 'moa. Da skouer, pa'z aemp da welet Ken Zazpi o seniñ Ken Zazpi sone ha pa ganent Malen e kuzhen, mezh warnon peogwir e lârent gant ar mikro "amañ emañ Malen hiziv hag eviti..." Ha me da gaout mezh spontus, kuzhet, Met bremañ, bremañ pa ganont, se zo evel "ale, war-sav, ya ! " - An ton a lâr na denno ket ar werenn dev ho mouschoarzh diganeoc'h Diganit n'eo ket bet ! - Nann. 'oaran ket, dalc'hmat e ranker c'hoarzhin, gwir ? Malen n'he deus ket anveet he zad 'maez an toull-bac'h. E Almeria emañ bremañ. A-raok e Jaen. Pelloc'h emañ bremañ. Penaos emañ hec'h envorennoù bugaleaj ? - Soñj' ra dit bezañ kollet da vloavezhioù bravañ gant da dad ? - Ar re vravañ meus bet gantañ zo re Jaen ha me, gant ma zad e c'hoarien enno, bevet meus aze. Evel-se 'oa ma bloavezhioù bravañ. A-benn ar fin. N'eo ket evel gant ur bugel all, N'on ket bet morse d'ar park gantañ N'eo ket se devezh bravañ ma buhez. Evidon e vefe kentoc'h ar re-se, ar bloavezhioù-se, re Jaen Evitañ e oa start tre, Met me meus envorennoù mat deus ar re-se - Mat-tre vezan pa vezan gantañ, pa 'z an maez avat trist eo ar c'himiad peogwir eo tener, ha goude ne welan ket anezhañ e-pad ur miz. -Ya, evel-just. - Da lâret eo , ne vo tra a-raok genver. - Un emdroadur zo ez koulennoù, da brederiadennoù ? - Seul goshoc'h on seul emskiantoc'h on deus ar gwirvoud, deus an traoù evel m'emaint Muioc'h a c'houlennoù ivez, Perak bezañ kastizet ni ivez. Perak, e ranker ober kement a gKMou. - Gant ar strewadur 'peus da baieañ evit da dad ? - Ya, kar e c'hell bezañ bac'het e Castellon pe Cordoba pe e Zaballa, tout se zo evit en em veñjiñ e gwirionez. - Gôut e tle an dud-kar tremen 8 eurvezh gant ar c'harr-tan ha distreiñ goude ne vern an amzer a ray, ha gouzout ez eo evitañ e reont ar veaj zo ur samm d'ar prizoniad. Ha lakaat an dud-kar da anduriñ se na c'hell nemet bezañ komprenet dre sav-poent ar gasoni. Ur gasoni n'hon eus ket da vagañ. - Un tamm skuizh on. - Ha ya, un tamm ? - Ar weladenn familh hor bo da 10e30 ha da 1e vo dre ar werenn, ha goude merenn ar "c'henvevañ" gant tad ha mamm e-pad 4 eurvezh. - Ya ha goude ar bus da 8e. - Ya evel-just ar bus da 8e. Mont a raimp 'maez, tapet ar bus ha distro da vro Euskal. Div vuhez a vevomp er memes koulz. Deus un tu hor buhez amañ ha deus an tu-all lodenn all hor buhez: gweladennoù, beajoù... Aozet e vez ar miz diouzh ar gweladennoù. Se zo evel bevañ div vuhez. -Gant ar werenn n'eo ket kenkoulz, kar... - N'hallez ket touchañ tad ha mamm nag ober mann. - Mamm a labour el levraoueg da evezhiañ evit 3 miz labour e roont poentoù dezhi Ma labour 3 miz he do ur weladenn ouzhpenn - Ah ya ? - Nerea. - Ya, he mignonez Nerea - An deiz all 'oa bet.16 vloaz hep moumouniañ he mamm. Dont a rae met atav gant ar werenn. - Dispar ! - 15 vloaz goude , tad-kozh Juanjo. - Ya, ya. - Pet ? Niverus int ! - Evel-just gant ar werenn. - Ha tonton Loren. - Ha ya tonton Loren n'hall ket evel-just - Kar eo tud na teuont ket alies. - Setu, neuze 'vez atav ar werenn etreze. Se zo tout mignoned, evel-just. N'eus nemet ar familh a c'hell chom ganti. Hent all, n'haller ket. - Gwelet a rez da dad ur wezh ar miz e Castello. - Pelec'h ez ez da welet tadig ? - E Mursia - E Mursia ! Se ra pell, 'ra ket ? - Geo ! - Pegeit e pad ? - 8. - 8 eurvezh. Mont a reer gant an oto. C'hoari gant an dablezenn, gwelet an oabl ha selaou sonerezh. a-wezhoù e vezan heuget. - Gwezhoù zo e tislonkan. - Heuget out a-wezhoù ? - Beajiñ a ra Aiur ivez ? -Ya. - C'hwi zo fur kentoc'h ? - Ya. - Se a oa bet graet gant tadig, laboused a teu e-barzh, te oar ? - Ya. met re vihan eo, tadig en doa graet un toull re vihan. - Met n'eo ket guped zo sañset mont e-barzh Aiur. - Evned bihan tout, evel laouenaniged - Laouenaniged ? - 'oarez ket pe re eo ? - Geo, evet e vez gant tad-kozh. - Ha pa welez tadig - Goude bezañ paseet 9 dor, petra a rez pa welez anezhañ ? - Lammat a ran warnañ. - Pegoulz e weli anezhañ ? - E dibenn miz Genver. - E kreisteiz ar Frañs emañ, e Arles. en ur prizon evit ar re gondaonet. - Kemer kalz boued, leuniañ malizennoù ha mont kuit. - Dav eo fardañ an traoù a vo roet dezhañ goude. Ar sac'h hon eus da brientiñ. - Gant spi. - Douetañs 'peus ? - Douetañs ? N'ouzon ket. - Diwar-benn buhez da dud ? - Ha ya ! N'on ket sur e vijent mat, Me garje gôut petra reont, Ha bevañ mat a reont ? - Ar goulennoù-se a savez ouzh da dud-kozh ? - Ya a-wezhoù. - Ha petra a lâront ? - Ar wirionez ...bepred. - Peseurt goulennoù zo ganit, Hize ? - Petra zo kaoz emañ ma zad en toull ? - Ya, goulenn a ra muioc'h a resisadurioù . E-penn kentañ e roemp respontoù dre vras, hag en ur greskiñ he deus ezhomm respontoù resisoc'h. Hag a vez roet dezhi. Kar eo ret lâret ar wirionez d'ar vugale. Petra a dalvez ar wirionez evit mamm Hize ? Ha gouzout a oar ar vugale ar pezh o doa graet o zud a-raok mont d'an toull-bac'h ? Ma oaront, petra a soñjont deus ar pezh o doa graet ? Pal an abadenn n'eo ket sevel ar goulennoù diwar-benn oberennoù o zud. Ar pal zo da zielfennañ an dra se : peseurt levezon neus war ar vugale se ar politikerezh bac'hañ divoutin ? Unan eus efedoù ar politikerezh bac'hañ zo pelladur an doullbac'hidi : 54 prizoniad, etre 100 ha 390 km 103 prizoniad, etre 400 ha 690 km 211 prizoniad, etre 700 ha 1100 km. Ar vugale a zo kaoz diwar o fenn hiziv a rank ober an doubl deus an hent-se evit chom gant o zud un nebeudig amzer ha distreiñ. Eus ar politikerezh bac'hañ zo kaoz hiziv. Anaouedegezh ar vugale yaouank war oberennoù o zud hag o soñjoù diwar-benn ar pezh bet graet gante a-raok ar prizon. Ar mennozhioù se zo perzh deus o buhez prevez a c'hellfe bezañ tem un abadenn all. - Da vamm 'deus lâret toa klasket da 14 vloaz gouzout dre internet. Petra 'toa klasket ? Gant petra out ankeniet bremañ ? -Klasket moa pa oan 12-13 vloaz, diezhomm oa din met, dre guriusted moa klasket ha krog 'oan da glask hep goût ar pezh a gavfen. - Petra toa klasket ? Skrivet 'toa anv da dad war Google ? - Ya. - Ha, ur frazenn pe ur pennad ? - Ya, en dibenn' oa un dra en ur gelaouenn un dra all hag unan all, hag e kaozeent eus ma zad 'benn ar fin , n'eo ket ? Neuze ne ouien ket re petra krediñ pe get. - Peseurt emzalc'h a oa bet da hini ? - N'am boa ket lâret, tra, met goude 'moa koazeet gant mamm ha 'bep seurt zo, traou disheñvel 'pep lec'h. - Ha da vamm 'deus displeget tout ? - Ya. - E-mesk da c'houlennoù eviti 'vez unan a zistro aliesoc'h ? - Ya, "pegoulz e c'hall distreiñ ?" - Ha ? Petra eo ar respont ? - A-benn nebeut emezi. - Petra zo lâret dit diwar-benn an amzer a rank tremen da dad er prizon ? - 40 vloaz. - Aouch, se zo kalz ! -Ya - Ha ? - Ben, n'ouzon ket. Perak kement a vloavezhioù ? - Da gamaraded skol pe da vignoned a c'houlenn kalz diwar-e-benn ? - Pa oamp bihan ya, savet e veze kalz goulennoù: "Ha perak emañ da dad er prizon ?" Luziet e oa din da zisplegañ, peogwir me ma unan ne ouien ket resis, int kenebeut. Bremañ zo bet lâret deomp pep tra er gêr. Ma mamm 'lâre bepred n'o doa nemet da sevel ar goulenn en o zi. Peogwir ez eus un displegadenn all e pep ti. Mamm 'lâre ne oa ket an den da zisplegañ d'ar c'hrouadurioù all, diwar-benn ar sujedoù-se, hag e oa gwelloc'h gwelet se er gêr ha goude e lâren d'am c'hamaraded : "Me n'ouzon ket, ma mamm a lâr n'ho peus 'met goulenn digant ho tud". Sed aze ar pezh a lâren an aliesañ, er fin Er fin, d'ur poent bennak ma mignoned na savent goulenn ebet ken. Moarvat 'oa bet displeget dezhe er gêr. - Tapet 'meus se ivez, evit kas amzer, Tapet meus an dablezenn, ar selaouerioù gant ar muzik... - Nevez eo ? - Profet gant tad-kozh. - Gwir eo ? Brav ! - Ha goude al labour-noz hag al levr. - Mat-tre. - Ha war an distro e rin an deveriou goude bezañ gwelet mamm. - Ah, ya ? - Ya, ya. - Evel-just eo d'ober evit dilun ? - Ha n'hallin ket ober se dilun beure. - Evel-just. - Penaos eo an aergelc'h e-pad ar beajoù ? -Mat ha plijus, alies evez c'hoarzhet. - Gant piv e c'hoarzhez ? - Gant ar bleinier. - Ha ya ? - Klask a ra dudiañ ac'hanon hag e ra. - Te eo unan eus ar re yaouankañ ? - Ya ( an daou a gan ) - Ha bremañ e prientomp ar gwele. Garikoitz ' gousko amañ, Maitetxu aze, me a-hont Ha Larraitz. Ha... O kempenn ar gwele a-raok mont da goaniañ. - Bremañ ez eomp da zebriñ hag e erruimp ha betek warc'hoazh. - Kaoc'h ! - Neuze , Lare, tremen mat a ra ar veaj ? - Pres ganit gwelet Tadig, n'eo ket gwir ? - Ha ya ? - E Larrabezu e lâre dija e felle dezhi gwelet tadig hiziv - Ya ? - Warc'hoazh beure, emberr. - Gwelet a ri da dad warc'haozh beure ? (nac'hañ a ra gant ar penn ) - Pegoulz ? - Goude merenn ! -Aaah ! - Ya dont a ra ganin, 'ra ket ? - ket, ur weladenn familh e vo warc'hoazh ha c'hwi unan "kenvevañ". - Ha goude ar c'henvevañ, e vo ar werenn a-raok ha goude merenn. - Met ar werenn n'eo ket... kenkoulz hag ar weladenn familh. - N'eo ket evel-just. N'hallez ket touchañ tad ha mamm. Se an hini eo ? - Petra a gavez gwelloc'h Jare ? - Aaah ! Evit touchañ tadig ! Ya ha pokat dezhañ ! - Ya ? - Digoret e vo ? Jare a gomz evel ur plac'hig 4 bloaz ! Pas evel ur bugel. - Pe oad out ? 4 bloaz ? ( diskouez a ra 4 biz ) - Pegen bras out ! - Dinervet eo un tamm aze... diouzh a weler... - Marteze eo skuizh un tammig ? - Jare a-wezhou ez ez e fulor ? Pa ranker kimiadiñ diouzh tadig. - N'eo ket ? ( Lâret a ra ya gant ar penn ) - Ober a ra kalz sotonioù. Bon, Gari, keno, ken arc'hoazh, Noz vat. Lod a chom a sav e prizon Puerto de Santa Maria. 110 km zo c'hoazh a-raok prizon Algeciras, ar re ziwezhañ. - Bon, kazi erru omp ! - Michañs, kar... aet oamp kuit dec'h da 5e gm ha n'omp nemet aze. - Ya, ya... -Chom a ra un eurvezh pe ziv. - Ya se ra 14 eurvezh omp war an hent, N'eo ket gwir ? - Rankout ober 1600 km gant daou vugel, gant ar c'harr-tan.. gant an holl risklou gwallzarvoud zo ha... Gwelloc'h e vije tapout ar c'harr-nij daoust mard eo keroc'h... Kalz gwallzarvoudoù zo gant ar strewadur. Ar bloavezhioù tremenet ez eo bet lazhet pe gloazet kalz a dud evel-se. An dud kar a gemer e kont alies ar beajoù karr-nij, met kalz koustusoc'h eo. - Ouzhpenn se ar c'hirri-nij o deus cheñchet eur ha... ne glot ket alies gant ar gweladennoù, N'eo ket gwir ? - Geo, ouzhpenn e loc'he ar c'harr-nij gant kalz dale ha ne glote ket - Se eo. Petra a c'hoarvez ma erruez gant dale ? - N'haller ket mont-tre. - Ha ma erruez alies e koulz hag e kroger gant dale, gwir ? - Ya ! - Peogwir e tigoront an noriou gant dale. - Evel-se emañ ar prizon ? - Ya. - Sed aze ar pezh lârer alies "evel-se e vez er prizon" - Te oar, ur wezh moa kontet an norioù a ranker tremen adalek dor ar prizon betek ma welfemp tadig ? Treuzet e vez un nor hag e chomer a-sav ? hag e ranker gortoz. - Ya ! - Digeriñ a reont un nor all, a dremener, hag e ranker gortoz c'hoazh Hag evel-se 9 gwezh ! - Ret eo tremen 9 dor ha gortoz kalz. - Petra a c'hoarvez pa erruer er prizon ? - Bez e rankomp bezañ eno un 1/2 eurvezh a-raok evit ar paperioù ha roudou bizied. Ha pa'z eomp e-barzh e tremenont an detekterez. Ha goude ur wezh e-barzh e c'hortozer en ur pezh all, ha setu ni degouezhet. - Etretant zo kargidi, n'eus ket ? Kargidi an toull-bac'h. Peseurt darempred zo gante ? - Kalz a gargidi zo, pep hini zo un den, ha normalamant int doujus, daoust m'hon eus kudennou gant lod. Dre vras int doujus. - E-pad an hañv pa moa sellet ouzh da labour skol moa kavet tresadennou brav, skridoù brav tre. Alies e kontez enno : "Bet omp o welet tadig e-pad ar week-end" "Kalz plijadur zo bet" Un dresadenn ispisial tre moa kavet. Soñj teus pe hini ? - Ya hini ur c'hargad e fulor. - Peseurt darempred zo gante ? - N'ouzon ket. N'am bez ket kalz gante, Setu... Lâr a reont deomp "deuit tre", "gortozit" pe "petra zo ganit aze ?" - Ha penaos toa diskouezet e oa fachet war an dresadenn ? Evel se gant dent bras stardet ? - Ya. - Perak e oa e fulor ? - Peogwir e vezont fachet dalc'hmat. - Ar warded 'vez atav fachet , 'soñj dit ? - Ya. - Ya ? Ha Perak e soñjez se ? - N'ouzont ket. - Sirius tre int ? - Ya. - Ha ya ? - Graet e vez war da dro en un doare dereat er prizon ? - Hervez eo. Gwezhoù zo ya, gwezhou all e vez rustoc'h - Pep gweladenn, pep eurvezh tremenet gant da dad a brientez ? - En dibenn pep gweladenn zo ur bed, disheñvel e vez bep tro - Drol eo gant ar gweladennou, kar memes ma vezont ispisial ha frommus tre, e vez start kaout soñj deus ur weladenn muioc'h evit re all. - Penaos eo an toull deus an diavez ? - Ar barrenigou, ar mogeriou, trouz an norioù, ha dre m'eo bet dalc'het dalc'hmat tadig e unan eo ret mont en takad digenvez. Bihan tre eo, n'eus tamm goulou naturel ebet - Lous ha kozh. - Yen ha teñval. - Gwelet teus kell da dad ? - 'meus ket. - Kontet neus dit penaos eo ? -N'en deus ket. - 'Peus ket goulennet digantañ ? - Kenebeut. - Petra zo kaoz ? - Kaset e vez an amzer hon eus o komz deus traou all. - Penaos eo bet an emgavidigezhioù ? - Me abaoe m'on bihan... bep tro ma tigoront an nor e redan daveitañ hag e tap ac'hanon en e divvrec'h, ingal. - Aiur ha me a lamp gant Tadig hag e c'hoariomp gant ur bern traou. - Bep tro e c'houlenner diganeomp penaos eo gantañ. Hag evit bezañ respontet ken alies...Me gav din eo ur goulenn diaes - Evidout, petra zo pouezus e-pad an eurvezh hanter evit gellet lâret "mat eo bet" ? Petra peus da dreuzkas dezhañ evit soñjal "Tennet meump hon mad deus an 1e30" ? - Treuzkas karantez an eil d'egile, kas amzer vat...pe mareou start, pa ranker - Ha santet peus dija un ezhomm da bellaat diouzh da dad ha diouzh ar beajou se ? - 'meus ket, biken. An holl o deus bet c'hoant derc'hel un darempred tost gant an hini zo en diabarzh. - Goude e arru ur gward da lâret : "Echu eo". - Ya, pe "hastit buan", pe "krogit da vont 'maez", hag aze e sav ar fulor en ur mod... - Ur gward, dre ar mikro. - Pa oan bihan e lâren em boa c'hoant chom gantañ. - Gra ur moumoun da dadig, ha dastum pep tra Hag ar c'himiad se ne vez ket aes jamez. Daoust d'ar c'hoant da vont 'maez, Ne fell ket deomp e chomfe a-sav. - Peogwir e rankez gortoz ur miz c'hoazh a-raok adwelet da dad. - Tremen a ra ar bloavezhioù ha ne teu ket an didostañ, n'out ket digalonekaet ? - N'on ket. Dav eo magañ spi. Arabat e vije en aner, Met bez zo deus an huñvre se: ha didostaet e vint un tamm, Un dra bennak memes tra, gwir ? Gortozomp ur cheñchamant trumm, 'oaran ket. Ar spi se 'vez ganeomp atav. N'hall ket bezañ kollet. Ma vez kollet, ne chomo netra ken. - Ur weladenn zo, evit gwelet da dad na zisoñji biken ? - Warlene e oamp bet evit e deiz-ha-bloaz. E-pad ar sizhun. C'hwitet moa war ar skol. C'hoant moa mont d'an deiz se. Sevel a ra kanaouennou Bertsu evit ma deiz-ha-bloaz, neuze me ivez moa graet unan dezhañ. Mat e oa. -Soñj teus deus ton ar Bertsu ? - Ya. - Gouest out da ganañ ? - Kalz a vloavezhioù zo tremenet, kalz amzer, ar garantez zo kenetrezomp deus heñchet bemdez ac'hanomp. Bezañ pell a greñva an darempredoù, Ne vimp ket trist diraze, Da viken e kanimp laouen Peogwir eo ingal deomp e vije 40 vloaz pe 102. Peogwir eo ingal deomp e vije 40 vloaz pe 102. - C'hoant meus da gaout an aotre bleiniañ, kar n'ez in ket dalc'hmat gant ar bus, neuze e fell din mont ma unan kar e soñj din e vije brav. Ha pa erruin e lârin d'am zad ha d'am mamm : " Evit ar wezh kentañ meus graet ar veaj ma unan". Evit se eo. - C'hoant teus da gaout an aotre bleiniañ ? - Ya.