-
Savet zo bet Universal Subtitles 'blam ma kred deomp
-
'vefe ret d'an holl videioù war ar web bezañ istitlet.
-
Ezhomm o dez milionoù a dud bouzar pe dost da gaout istitloù evit kompren ar videoioù.
-
Mat 'vefe d'ar saverien videoioù, d'ar re a ra war-dro ul lec'hienn, teurel evezh deus se ivez.
-
Gant an istitloù 'c'haller tizhout muioc'h a dud, ha bezañ renket gwelloc'h en enklaskoù.
-
Gant Universal Subtitles e vez aes-kaer stagañ istitloù da n'eus forzh peseurt video.
-
Choazit ur video war ar web, ha kasit an URL d'hol lec'hienn.
-
Goude-se, bizskrivit ar c'homzoù evit sevel an istitloù.
-
War-lerc'h, grit gant ho stokellaoueg evit kenaozañ anezhe gant ar video.
-
Echu ganti ! Roet e vo kod ebarzhiañ ar video deoc'h, a c'hallit lakaat war n'eus forzh peseurt lec'hienn.
-
D'ar c'houlz-se 'vo kap ar sellerien d'ober gant an istitloù hag ivez da roiñ an dorn war an troiñ.
-
Tu zo d'ober gant videoioù war YouTube, Blip.TV, Ustream hag e kalz lec'hioù all.
-
Ha traoù nevez a ginnigomp ingal.
-
Mont a ra Universal Subtitles da heul an darn vrasañ deus ar stummoù videoioù.
-
evel MP4, theora, webM hag HTML5.
-
Ober a seurt ma vo istitlet kement video zo war ar web eo hor pal.
-
Ha kement hini a daol evezh deus ur video a c'hallo roiñ an tu d'an holl da welet anezhi.