Dustin Hoffman war TOOTSIE hag e dudenn Dorothy Michaels
-
0:06 - 0:09Ur mignon a-gozh din eo Murray Schisgal,
ouzhpenn 30 vloaz zo -
0:09 - 0:13Dezhań e oa deut sońj kentań Tootsie :
-
0:13 - 0:18peseurt mod 'vefes disheńvel
ma vijes bet ganet plac'h ? -
0:18 - 0:20en doa goullet ganin ur wech bennak.
-
0:20 - 0:26Ne oa ket o c'houll ganin penaos
'n em santfen ma vijen ur plac'h, -
0:26 - 0:31pep hini a sońj : penaos 'n em santfen
ma vijen eus ar reizh all ? -
0:31 - 0:34Disheńvel e oa e c'houlenn :
-
0:34 - 0:39Ma vijes bet ganet plac'h,
peseurt mod 'vijes disheńvel ? -
0:39 - 0:44Ha diwar an dra-se hon doa... met
re hir 'vije kontań dre ar munud -
0:44 - 0:49'blam 'betra 'oamp bet daou vloaz o labourat
war Tootsie, 'raok kaout ul leurenner memes, -
0:49 - 0:51mann 'met 'vit skrivań
meur a skrid-aozań. -
0:51 - 0:58Met bet 'oan 'ba ti Columbia 'vit
goull gante moneiz 'vit un taol-esae, -
0:58 - 1:01'vit gwelet hag-eń 'c'hallen
kaout tres ur plac'h. -
1:01 - 1:05Ma ne oan ket 'vit kaout tres ur plac'h
'vije mat dezhe chom hep ober ar film. -
1:05 - 1:06Goullet o doa petra 'dalveze an dra-se.
-
1:06 - 1:12Santout a raen, ma n'hallen ket
bale 'ba New York -
1:12 - 1:18gwisket 'vel ur plac'h, hep klevet :
Piv eo hemań treuzwisket ? -
1:18 - 1:20pe n'eus forzh petra all :
Peseurt istrogell eo hennezh ?, -
1:20 - 1:22ma ne oan ket 'vit ober an dra-se,
-
1:22 - 1:24'faote ket din ober ar film.
-
1:24 - 1:29Ret 'oa d'ar sellerien gellet krediń
er pezh 'welfent. -
1:29 - 1:36Ur wech bet graet an taol, ha pa
'm boa gwelet an disoc'h war ar skramm -
1:36 - 1:41'oan bet feuket pa ne oan ket koantoc'h
'vit se, ha lâret 'm boa : -
1:41 - 1:45Bremań pa 'peus graet ur plac'h
diouzhin, grit ur goantenn diouzhin. -
1:45 - 1:48Sońjal 'rae din 'oa dleet din
bezań ur plac'h koant. -
1:48 - 1:52Ma oa ret din bezań ur plac'h 'faote din
bezań deus ar c'hoantań. -
1:52 - 1:58Respontet o doa : Mat 'vo 'mod-se.
Vimp ket 'vit ober gwelloc'h. -
1:59 - 2:03D'ar c'houlz-se eo deut splann din...
-
2:03 - 2:09Bet 'oan 'ba du-mań, ha da ouelań
'n ur gaozeal gant ma gwreg. -
2:09 - 2:12Lâret 'm boa dezhi : Ret eo din ober ar film-se.
Hi 'doa lâret : 'Blam 'betra ? -
2:12 - 2:17Ha me : 'Blam ma sońj din
on ur plac'h dedennus -
2:17 - 2:19pa welan 'c'hanon war ar skramm.
-
2:19 - 2:24Ha goűt 'ran, ma welfen an dudenn-se
en ur fest, ne gomzfen ket dezhi, -
2:24 - 2:31'blam n'eo ket stummet he c'horf
'vel omp-ni bet stummet da briziań -
2:31 - 2:34korf ur plac'h evit pediń
'nezhi da goan. -
2:34 - 2:36Ha ma gwreg : O kontań
petra 'maout 'ta ? -
2:38 - 2:43Ha me : Re a verc'hed dedennus-bras
-
2:43 - 2:50'm eus ket bet graet anaoudegezh
gante em buhez -
2:50 - 2:55'blam m'eo bet distummet ma spered.
-
3:01 - 3:03'Vidon-me, n'eo ket bet
ur gomedienn, biskoazh.
- Title:
- Dustin Hoffman war TOOTSIE hag e dudenn Dorothy Michaels
- Description:
-
En tamm film-mañ, tennet deus dielloù an American Film Institute, e tispleg Dustin Hoffman deomp penn-kentañ sevel ar film TOOTSIE ha 'blam da betra e oa ret dezhañ c'hoari perzh Dorothy Michaels.
Bezit e liamm ganeomp :
http://www.facebook.com/AFIFEST
http://www.facebook.com/AmericanFilmInstitute
http://www.facebook.com/AFIConservatory
@AFIFest
@AmericanFilm
@AFIConservatory
http://afi-afifest.tumblr.com/ - Video Language:
- English
- Team:
Volunteer
- Duration:
- 03:11
![]() |
Azasaat edited Breton subtitles for Dustin Hoffman on TOOTSIE and his character Dorothy Michaels | |
![]() |
Azasaat edited Breton subtitles for Dustin Hoffman on TOOTSIE and his character Dorothy Michaels | |
![]() |
Azasaat edited Breton subtitles for Dustin Hoffman on TOOTSIE and his character Dorothy Michaels |