Dustin Hoffman war TOOTSIE hag e dudenn Dorothy Michaels
-
0:06 - 0:09Murray Schisgal, a zo ur mignon
a-gozh din, ouzhpenn 30 vloaz zo, -
0:10 - 0:13en doa bet soñj kentañ Tootsie :
-
0:14 - 0:18“peseurt mod 'vefes disheñvel
ma vijes bet ganet plac'h ?” -
0:18 - 0:20en doa goullet ganin ur wech bennaket
-
0:20 - 0:24Ne oa ket “penaos 'n em santer
pa vezer ur plac'h ?” -
0:24 - 0:26Pep hini ’n em c’houll…
-
0:26 - 0:30petra ’dalv bezañ eus ar reizh all ?
-
0:31 - 0:33Disheñvel e oa e c'houlenn…
-
0:33 - 0:39Ma vijes-te bet ganet plac'h,
peseurt mod 'vijes disheñvel ? -
0:39 - 0:41Ar penn-kentañ e oa
-
0:41 - 0:43Met re hir 'vije kontañ dre ar munud
-
0:43 - 0:47'blam 'betra 'oamp bet daou vloavezh
o labourat war Tootsie, -
0:47 - 0:51'raok kaout ul leurenner memes, mann 'met
'vit skrivañ ha adskrivañ ar skrid-aozań. -
0:51 - 0:57Met bet 'oan 'ba ti Columbia 'vit goull
moneiz gante 'vit un taol-esae pentañ, -
0:58 - 1:01'vit gwelet hag-eñ 'c'hallen
kaout tres ur plac'h -
1:01 - 1:05Ma ne oan ket 'vit kaout tres ur plac'h
'vije mat dezhe chom hep ober ar film -
1:05 - 1:06Goullet o doa petra 'dalveze an dra-se.
-
1:06 - 1:12Santout a raen, ma n'hallen ket
bale 'ba New York -
1:12 - 1:17gwisket 'giz ur plac'h, hep klevet :
“Piv eo hemañ treuzwisket ?” -
1:18 - 1:21pe n'eus forzh petra all :
“Peseurt istrogell eo hennezh ?” -
1:21 - 1:23Ma ne oan ket 'vit ober an dra-se,
-
1:23 - 1:24'faote ket din ober ar film
-
1:24 - 1:29Ne faote ket din ’tihanfe an arvesterien
da grediñ pezh a welfent -
1:30 - 1:33Ur wech bet graet an taol, ha pa
'm boa gwelet an disoc'h war ar skramm -
1:33 - 1:39'oan bet feuket pa ne oan ket koantoc'h
'vit se, ha lâret 'm boa : -
1:39 - 1:43Bremañ pa 'peus graet ur plac'h
diouzhin, grit ur goantenn diouzhin -
1:43 - 1:47Soñjal 'rae din 'oa dleet din
bezañ ur plac'h koant -
1:47 - 1:50Ma oa ret din bezañ ur plac'h 'faote din
bezañ deus ar c'hoantañ -
1:50 - 1:57Respontet o doa : mat 'vo 'mod-se.
’Vimp ket 'vit ober gwelloc'h -
1:59 - 2:03D'ar c'houlz-se e oa deut splann din...
-
2:03 - 2:09Bet 'oan 'ba du-mań, ha da ouelań
'n ur gaozeal gant ma gwreg -
2:09 - 2:12Lâret 'm boa dezhi : “Ret eo din ober ar film-se.”
Hi 'doa lâret : “'Blam 'betra ?” -
2:12 - 2:17Ha me : “'Blam ma soñj din
on ur plac'h dedennus -
2:17 - 2:19pa welan 'c'hanon war ar skramm
-
2:19 - 2:24Ha goût 'ran ma welfen an dudenn-se
en ur fest, ne gomzfen ket dezhi, -
2:24 - 2:31'blam n'eo ket stummet he c'horf
'vel omp-ni bet stummet da briziań -
2:31 - 2:34korf ur plac'h evit pediñ 'nezhi da goan.”
-
2:34 - 2:36Ha hi da lâret : “O kontań
petra 'maout 'ta ?” -
2:38 - 2:42Ha me : “Re a verc'hed dedennus-bras
-
2:43 - 2:49'm eus ket bet graet
anaoudegezh gante em buhez -
2:50 - 2:54'blam m'eo bet distummet ma spered.
-
3:01 - 3:03'Vidon-me, n'eo ket bet
ur gomedienn, biskoazh
- Title:
- Dustin Hoffman war TOOTSIE hag e dudenn Dorothy Michaels
- Description:
-
En tamm film-mañ, tennet deus dielloù an American Film Institute, e tispleg Dustin Hoffman deomp penn-kentañ sevel ar film TOOTSIE ha 'blam da betra e oa ret dezhañ c'hoari perzh Dorothy Michaels.
Bezit e liamm ganeomp :
http://www.facebook.com/AFIFEST
http://www.facebook.com/AmericanFilmInstitute
http://www.facebook.com/AFIConservatory
@AFIFest
@AmericanFilm
@AFIConservatory
http://afi-afifest.tumblr.com/ - Video Language:
- English
- Team:
- Volunteer
- Duration:
- 03:11
Azasaat edited Breton subtitles for Dustin Hoffman on TOOTSIE and his character Dorothy Michaels | ||
Azasaat edited Breton subtitles for Dustin Hoffman on TOOTSIE and his character Dorothy Michaels | ||
Azasaat edited Breton subtitles for Dustin Hoffman on TOOTSIE and his character Dorothy Michaels |