Ur mignon a-gozh din eo Murray Schisgal,
ouzhpenn 30 vloaz zo
Dezhań e oa deut sońj kentań Tootsie :
peseurt mod 'vefes disheńvel
ma vijes bet ganet plac'h ?
en doa goullet ganin ur wech bennak.
Ne oa ket o c'houll ganin penaos
'n em santfen ma vijen ur plac'h,
pep hini a sońj : penaos 'n em santfen
ma vijen eus ar reizh all ?
Disheńvel e oa e c'houlenn :
Ma vijes bet ganet plac'h,
peseurt mod 'vijes disheńvel ?
Ha diwar an dra-se hon doa... met
re hir 'vije kontań dre ar munud
'blam 'betra 'oamp bet daou vloaz o labourat
war Tootsie, 'raok kaout ul leurenner memes,
mann 'met 'vit skrivań
meur a skrid-aozań.
Met bet 'oan 'ba ti Columbia 'vit
goull gante moneiz 'vit un taol-esae,
'vit gwelet hag-eń 'c'hallen
kaout tres ur plac'h.
Ma ne oan ket 'vit kaout tres ur plac'h
'vije mat dezhe chom hep ober ar film.
Goullet o doa petra 'dalveze an dra-se.
Santout a raen, ma n'hallen ket
bale 'ba New York
gwisket 'vel ur plac'h, hep klevet :
Piv eo hemań treuzwisket ?
pe n'eus forzh petra all :
Peseurt istrogell eo hennezh ?,
ma ne oan ket 'vit ober an dra-se,
'faote ket din ober ar film.
Ret 'oa d'ar sellerien gellet krediń
er pezh 'welfent.
Ur wech bet graet an taol, ha pa
'm boa gwelet an disoc'h war ar skramm
'oan bet feuket pa ne oan ket koantoc'h
'vit se, ha lâret 'm boa :
Bremań pa 'peus graet ur plac'h
diouzhin, grit ur goantenn diouzhin.
Sońjal 'rae din 'oa dleet din
bezań ur plac'h koant.
Ma oa ret din bezań ur plac'h 'faote din
bezań deus ar c'hoantań.
Respontet o doa : Mat 'vo 'mod-se.
Vimp ket 'vit ober gwelloc'h.
D'ar c'houlz-se eo deut splann din...
Bet 'oan 'ba du-mań, ha da ouelań
'n ur gaozeal gant ma gwreg.
Lâret 'm boa dezhi : Ret eo din ober ar film-se.
Hi 'doa lâret : 'Blam 'betra ?
Ha me : 'Blam ma sońj din
on ur plac'h dedennus
pa welan 'c'hanon war ar skramm.
Ha goűt 'ran, ma welfen an dudenn-se
en ur fest, ne gomzfen ket dezhi,
'blam n'eo ket stummet he c'horf
'vel omp-ni bet stummet da briziań
korf ur plac'h evit pediń
'nezhi da goan.
Ha ma gwreg : O kontań
petra 'maout 'ta ?
Ha me : Re a verc'hed dedennus-bras
'm eus ket bet graet anaoudegezh
gante em buhez
'blam m'eo bet distummet ma spered.
'Vidon-me, n'eo ket bet
ur gomedienn, biskoazh.