WEBVTT 00:00:00.372 --> 00:00:03.069 Savet zo bet Universal Subtitles 'blam ma kred deomp 00:00:03.069 --> 00:00:06.870 'vefe ret d'an holl videioù war ar web bezañ istitlet. 00:00:06.870 --> 00:00:11.171 Ezhomm o dez milionoù a dud bouzar pe dost da gaout istitloù evit kompren ar videoioù. 00:00:11.171 --> 00:00:15.704 Mat 'vefe d'ar saverien videoioù, d'ar re a ra war-dro ul lec'hienn, teurel evezh deus se ivez. 00:00:15.704 --> 00:00:20.605 Gant an istitloù 'c'haller tizhout muioc'h a dud, ha bezañ renket gwelloc'h en enklaskoù. 00:00:20.605 --> 00:00:26.302 Gant Universal Subtitles e vez aes-kaer stagañ istitloù da n'eus forzh peseurt video. 00:00:26.302 --> 00:00:32.039 Choazit ur video war ar web, ha kasit an URL d'hol lec'hienn. 00:00:32.039 --> 00:00:35.736 Goude-se, bizskrivit ar c'homzoù evit sevel an istitloù. 00:00:35.736 --> 00:00:43.002 War-lerc'h, grit gant ho stokellaoueg evit kenaozañ anezhe gant ar video. 00:00:43.002 --> 00:00:49.371 Echu ganti ! Roet e vo kod ebarzhiañ ar video deoc'h, a c'hallit lakaat war n'eus forzh peseurt lec'hienn. 00:00:49.371 --> 00:00:55.270 D'ar c'houlz-se 'vo kap ar sellerien d'ober gant an istitloù hag ivez da roiñ an dorn war an troiñ. 00:00:55.270 --> 00:01:02.135 Tu zo d'ober gant videoioù war YouTube, Blip.TV, Ustream hag e kalz lec'hioù all. 00:01:02.135 --> 00:01:05.603 Ha traoù nevez a ginnigomp ingal. 00:01:05.603 --> 00:01:09.735 Mont a ra Universal Subtitles da heul an darn vrasañ deus ar stummoù videoioù. 00:01:09.735 --> 00:01:15.038 evel MP4, theora, webM hag HTML5. 00:01:15.038 --> 00:01:19.168 Ober a seurt ma vo istitlet kement video zo war ar web eo hor pal. 00:01:19.168 --> 00:01:23.168 Ha kement hini a daol evezh deus ur video a c'hallo roiñ an tu d'an holl da welet anezhi.