1 00:00:00,372 --> 00:00:03,069 Savet zo bet Universal Subtitles 'blam ma kred deomp 2 00:00:03,069 --> 00:00:06,870 'vefe ret d'an holl videioù war ar web bezañ istitlet. 3 00:00:06,870 --> 00:00:11,171 Ezhomm o dez milionoù a dud bouzar pe dost da gaout istitloù evit kompren ar videoioù. 4 00:00:11,171 --> 00:00:15,704 Mat 'vefe d'ar saverien videoioù, d'ar re a ra war-dro ul lec'hienn, teurel evezh deus se ivez. 5 00:00:15,704 --> 00:00:20,605 Gant an istitloù 'c'haller tizhout muioc'h a dud, ha bezañ renket gwelloc'h en enklaskoù. 6 00:00:20,605 --> 00:00:26,302 Gant Universal Subtitles e vez aes-kaer stagañ istitloù da n'eus forzh peseurt video. 7 00:00:26,302 --> 00:00:32,039 Choazit ur video war ar web, ha kasit an URL d'hol lec'hienn. 8 00:00:32,039 --> 00:00:35,736 Goude-se, bizskrivit ar c'homzoù evit sevel an istitloù. 9 00:00:35,736 --> 00:00:43,002 War-lerc'h, grit gant ho stokellaoueg evit kenaozañ anezhe gant ar video. 10 00:00:43,002 --> 00:00:49,371 Echu ganti ! Roet e vo kod ebarzhiañ ar video deoc'h, a c'hallit lakaat war n'eus forzh peseurt lec'hienn. 11 00:00:49,371 --> 00:00:55,270 D'ar c'houlz-se 'vo kap ar sellerien d'ober gant an istitloù hag ivez da roiñ an dorn war an troiñ. 12 00:00:55,270 --> 00:01:02,135 Tu zo d'ober gant videoioù war YouTube, Blip.TV, Ustream hag e kalz lec'hioù all. 13 00:01:02,135 --> 00:01:05,603 Ha traoù nevez a ginnigomp ingal. 14 00:01:05,603 --> 00:01:09,735 Mont a ra Universal Subtitles da heul an darn vrasañ deus ar stummoù videoioù. 15 00:01:09,735 --> 00:01:15,038 evel MP4, theora, webM hag HTML5. 16 00:01:15,038 --> 00:01:19,168 Ober a seurt ma vo istitlet kement video zo war ar web eo hor pal. 17 00:01:19,168 --> 00:01:23,168 Ha kement hini a daol evezh deus ur video a c'hallo roiñ an tu d'an holl da welet anezhi.